Lizherenneg c'hlagolitek

Al lizherenneg c'hlagolitek (diwar ar henslaveg: glagolə, “ger”) a zo anezhi al lizherenneg koshañ bet implijet evit skrivañ ar yezhoù slavek, enni 41 lizherenn er penn-kentañ.

Krouet e oa bet gant Sant Kirill ha Sant Metodius etre 862 ha 863 a-benn treiñ ar bibl ha testennoù all er yezhoù slavek.

War a seblant, diwar ar 41 lizherenn e oa bet savet peder war 'n ugent anezhe hervez patrom lizherennoù gresianek kemmet o stumm. Teir lizherenn a oa bet diorroet o stumm diwar patrom lizherennoù al lizherenneg hebraek hag ar peurrest e van dianv o orin.

E Rusia ne oa bet implijet al lizherenneg c'hlagolitek nemet ral a wech. E Kroatia an hini eo, avat, e oa bet implijet stank a-hed ouzhpenn mil bloaz hag e 1248 e oa bet aotreet dezhe gant ar Pab Inosant IV implijout o yezh hag o doare-skrivañ evit skrivañ lidoù an iliz.

Er Grennamzer e oa bet staliet da vat al lizherenneg kirillek, enni un 10 lizherenn bennak awenet gant re al lizherenneg c'hlagolitek, e lec'h al lizherenneg c'hlagolitek hag ne vez implijet ken nemet evit skrivañ Slavoneg an Iliz hag ivez a-wechoù gant Iliz Katolik Križevci e Kroatia.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search